"Snoezelen" : ur sal nevez evit an dud get TND e skolaj-lise Diwan Gwened.
Ur sal dibar a zo bet digoret e Skolaj-Lise Diwan Gwened !
« Sal Snozelen » eo he anv, ar pezh a dalv « distaniñ hag analiñ » e yezh izel-vroeg. Savet eo bet ar sal-mañ da gentañ penn evit an dud tapet get kudennoù neurologel, barradoù anken, aotegezh, pe TDAH da skouer.
Ur raktres hollek eo e wirionez a ya pelloc’h eget ar sal he unan. Da skouer, stummet eo bet ar gelennerion kement eget ar skolajidi ha liseidi àr trubuilhoù an dioren neurologel hag an aotegezh.
Celine Meneses, renourez ar skolaj-lise, Glen Ar Strat ar penngasour ha Téo ur skolajiad aoteg o doa degemeret Aodren Trehin evit kinnig ar sal nevez-flamm.
Mard oc’h dedenet da ouiet muioc’h diàr ar sal Snoezelen e vo moiand deoc’h klevet stumm hir ar reportaj ar sizhun é tonet en abadenn Avel em fenn get Emrys.