Digoust e vo ar gantinenn e skol Diwan an Oriant evit ar familhoù breskañ.
Neventi a zo e skol-Diwan an Oriant !
Kinniget e vo ar gantinenn digoust evit ar familhoù o deus ar rann tiegezh, ar c’hotient familial, izelañ. A-dal an distro-skol e miz Gwenholon 2026 e komañsay ar sistem nevez.
Ar c’hentañ skol er rouedad Diwan é lakaat e plas ar sistem-se eo kani an Oriant. Da welet ma vo awenet skolioù arall !
Erell Coupier, mamm daou bugel er skol a zisplega deomp ar perak hag ar penaos.