Ha muioc'h a blas a vo graet d'ar brezhoneg er vachelouriezh ?
Ar sizhun dremenet ez eus bet embannet gant Ministr an Deskadurezh Stad, Edouard Geffray, e vo posupl adalek 2028 d'al liseidi termen klas tremen un arnodenn ispisializadur en ur yezh minorelaet evit ar vachelouriezh, diwar an div arnodenn ispisializadur a zo. Un araokadenn eo evit Kelennomp, kevredigezh ar gelennerien vrezhonek, evel ma tispleg Renan Kerbiked.
Embannet e vefe un dekred e-pad an hañv gant ar ministr evit kadarnaat e ziskleriadennoù diwar-benn ar vachelouriezh e yezhoù minorelaet. Muzulioù all a c'hellfe bezañ embannet neuze en dekred-se gant Edouard Geffray, diwar ar c'hinnigoù bet graet gant ar senedourien da heul o enklask diwar 5 bloaz al lezenn Molac.