àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur "pride" kentañ a vo e Douarnenez 'benn disadorn

Ur "pride" kentañ a vo e Douarnenez 'benn disadorn

Evit ar wech kentañ e vo aozet ur Pride, pe kerzhadeg al lorc'h ma karit, e Douarnenez ar bloaz-mañ. 'Benn disadorn e tibuno ar pride e straedoù kêr ar pennoù sardin. Muioc'h mui e vez aozet kerzhadegoù e kêrioù bihan ouzhpenn d'ar re a zo dija er c'hêrioù brasoc'h. Mael a gemer perzh en aozadur. Displegañ a ra deomp petra zo kaoz da gement-mañ.


Klevet ho peus Mael eus aozadur ar pride e Douarnenez, a oa bet aterset gant Marianne Vaidie eus radio Kerne. Ouzhpenn d'ar gerzhadeg disadorn da 2e, e vo ivez ur fest-deiz, prezegennoù, un atalier boks ha sonadegoù e-pad an devezh. An holl ditouroù a vo kavet ganeoc'h dre rouedadoù sokial « Pride Douarnenez ».

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio