àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 4 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 4 a viz Even 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Ha muioc'h a blas a vefe graet d'ar brezhoneg er vachelouriezh ?

Ar sizhun dremenet ez eus bet embannet gant Ministr an Deskadurezh Stad, Edouard Geffray, e vo posupl adalek 2028 d'al liseidi termen klas tremen un arnodenn ispisializadur en ur yezh minorelaet evit ar vachelouriezh, diwar an div arnodenn ispisializadur a zo. Un araokadenn eo evit Kelennomp, kevredigezh ar gelennerien vrezhonek, evel ma tispleg Renan Kerbiked.

Aotreet e vo Breizh Unvan da gemer perzh e dibunadeg Gouel ar Gelted en-dro

Warlene e oa bet reuz er gouel pa oa bet skarzhet Breizh unvan eus dibunadeg-veur Gouel ar gelted. Abaoe 2017 e oant degemeret barzh an dibunadeg, ar pezh a oa eus ar c'hentañ evit ar strollad a stourm evit an adunaniñ. Met Re bolitikel e oa o c'hemennadenn evit pennoù bras ar festival eme izili Breizh unvan, daoust d'ar gouel etrekeltiek bezañ politikel drezañ e unan evite. Benn fin ar gont zo bet kavet un emglev etre an daou du. Muioc'h a ditouroù gant Alan Ar Gal, ezel eus Breizh Unvan.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Skoet eo bet kêr Sant-Petersbourg dec'h e Rusia gant bombezadegoù dronoù ukrenian

- Ur c'hinnig evit digreskiñ ar feur Kadmiom aotreet er boued a zo tabutet er breujoù abaoe dec'h

- Naontek maouez bet skoliatet e skolioù kristen bro an Alre o deus douget klemm a-enep d'o skolaer kozh

- E Kastell-Paol e c'houlenn skolidi bet na vefe staliet ur blakenn e skolaj Saint-Ursule ha lise ar C'hreiskêr

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio