àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Edwy Plenel 'ba Montroulez: ur brezegenn evit displegañ an dañjerioù zo gant an tu dehou pellañ

Edwy Plenel 'ba Montroulez: ur brezegenn evit displegañ an dañjerioù zo gant an tu dehou pellañ

Edwy Plenel hag Erwan Chartier ‘lusko ur brezegenn ‘ba Montroulez ‘benn digwener ‘vit lakaat war wel e ya war gresko an tu dehou pellañ ‘ba Breizh ha ‘bar bed a-bezh. Russia, Stadoù-Unaned, Arjentina, Slovakia, Italia, ur bouchad broioù zo renet gant tud ha strolladoù eus an tu dehou pellañ. Hag evit Lig Giwrioù bugel den eo gant ar gwirioù se c’hallo an nen stourm eus an tu dehou pellañ. Brudet eo Edwy Plenel ‘vit bout savet ar gazetenn el linenn Mediapart hag Erwan Chartier ‘vel rener ar gazetenn ar Poc’her. Hemañ diwezhañ zo bet taget sez e gazetenn meur a wech gant an tu dehou pellañ e-kerzh ar bloavezhioù tremenet. Deomp pelloc’h gant Kristian Braz zo ezel eus Lig Gwirioù mab Montroulez. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio