àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 3 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 3 a viz Even 2026

Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Ur pride 'vo aozet 'benn an dibenn sizhun-mañ 'ba Douarnenez

Evit ar wech kentañ e vo aozet ur Pride, pe kerzhadeg al lorc'h ma karit, e Douarnenez ar bloaz-mañ. 'Benn disadorn e tibuno ar pride e straedoù kêr ar pennoù sardin. Muioc'h mui e vez aozet kerzhadegoù e kêrioù bihan ouzhpenn d'ar re a zo dija er c'hêrioù brasoc'h. Mael a gemer perzh en aozadur. Displegañ a ra deomp petra zo kaoz da gement-mañ. Emañ gant Marianne Vaidie a Radio Kerne.

40 vloaz bagad Saozon-Sevigneg 'vo lidet e-kerzh an dibenn sizhun!

Digwener ha disadorn e vo lidet 40 vloaz Bagad Saozon-Sevigneg. E 1988 e oa bet savet ar Bagad gant Bob Guernigou hag e 2017 eo erruet e rummad kentañ. Hudu an deiz eo 150 a dud a son er Bagad, er bagadig pe er skolaj. Disadorn e vo neuze darvoudoù a-leizh e Saozon-Sevigneg, dibunadeg ar bagad hag ur fest-noz bras a glozo an devezh gouel. Digwener e vo kinniget ur grouidigezh anvet "Récréation" e Carré Sévigné, un arvest savet gant ar Bagad ‘sambles gant Monsieur G. Selaouomp diouzhtu an daboulinerez Aziliz Richard hag an talabarder Yann-Vari Ar Brusk … Emaint gant Tangi Poisson a Radio an Naoned.

Ha da selaou ouhzpenn 'bar c'heleier:

  • 15 miz gopr dilabour evit an dud 'neunt torret o c'hevrad labour gant asant o implijer

  • Anavezout 'ra Stad Bro-C'hall bout kiriek eus afer ar C'hlordekon 'ba inizi Antilhez

  • Deskadurezh a bep eil: digresket 'vo an arc'hantaouiñ eus 88% 'benn 2026

  • Serret e vo servij an trummadoù 'ba ospital Dinan e-kerz an noz e-pad daou viz hanter

  • Aotret eo gant Unvaniezh Europa da sevel kampoù da derc'hel an divroidi dibaper er maez eus Europa

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio