àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Distro eo Ai'ta !

Distro eo Ai'ta !

Distro eo Ai'ta ! E miz Ebrel e oa bet adsavet ar strollad a stourm evit ar brezhoneg. Krouet e oa bet da gentañ e 2005. Brudet e oa deuet da vezañ evit e abadennoù disujidigezh, o tivontañ panelloù unyezhek war vord hentoù Breizh da skouer pe oc'h ac'hubiñ lec'hioù foran, evel an tiez-garr, evit goulenn muioc'h a vrezhoneg. Aes e oa anavezout izili ar strollad gwisket e orañjez flamm. Met kollet e oa bet o lusk gant ar stourmerien ha stourmerezed e-kerzh ar bloavezhioù 2010...ha setu ar strollad dihunet en dro bremañ ! Ha taol-kaer kentañ kentañ Ai'ta Nevez a vo 'benn disadorn. Muioc'h a ditouroù gant Régine Gwilhamot, a zo er strollad Ai'ta nevez.


Klevet ho 'peus, emgav zo 'benn disadorn e Boulvriag evit « Disprizioù ar brezhoneg » da 11e mintin war blasenn an iliz. Gellout a rit kas ho kinnigoù loreidi ar sizhun-mañ dre bostel da Ai'ta : ai.ta.breizh@gmail.com

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio