àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 2 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 2 a viz Even 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Distro eo Aï'ta !

E miz Ebrel e oa bet adsavet ar strollad a stourm evit ar brezhoneg. Krouet e oa bet da gentañ e 2005. Brudet e oa deuet da vezañ evit e abadennoù disujidigezh, o tivontañ panelloù unyezhek war vord hentoù Breizh da skouer pe oc'h ac'hubiñ lec'hioù foran, evel an tiez-garr, evit goulenn muioc'h a vrezhoneg. Aes e oa anavezout izili ar strollad gwisket e orañjez flamm. Met kollet e oa bet o lusk gant ar stourmerien ha stourmerezed e-kerzh ar bloavezhioù 2010...ha setu ar strollad dihunet en dro bremañ ! Ha taol-kaer kentañ kentañ Ai'ta Nevez a vo 'benn disadorn. Muioc'h a ditouroù gant Régine Gwilhamot, a zo er strollad Ai'ta nevez.


Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Keloù deus ar Brezel etre Ukraina ha Rusia

  • Emgannoù e Liban

  • Bombezadegoù amerikan hag iranian e kornôg Azia

  • 16 euskarad a zo bet kaset dirak al lez-varn evit bezañ lidet dieubidigezh ur prizoniad politikel.

  • Reuz da heul gourfenn lig ar gampioned e Pariz ha Roazhon

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio