àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dañsal evit kaout nerzh goude krign-bev ar bronn

Dañsal evit kaout nerzh goude krign-bev ar bronn

Disadorn e vo c’hoariet e c’hoariva Kerne e Kemper un abadenn dibar leun a c’hoarelezh anvet « La blessure ». 14 maouez o bigno war al leurenn, hag an holl anezhe o vezañ bet ur c'hign-bev deus ar bron. Ar c’hoant boutin o deus da lemel an tabou. Sophie Lucas a zo unan eus an dañserezed hag e lâr hiroc’h deomp diwar-benn an abadenn « La blessure » pe ar  « Gloazadenn ». Aterset e oa bet gant Morgane Cotten eus Radio Kerne.


Disadorn e vo c’hoariet e c’hoariva Kerne e Kemper an abadenn « La blessure ». Ha c'hoariet e vo adarre e miz Here da geñver ar c'houlzad « Kemper Rose ». Darn eus ar plac'hed a vo war al leurenn a zo c'hoazh o heuliañ un tretamant a-enep d'ar chleñved. 60 000 plac'h a vez paket gant ur c'hrign-bev eus ar bron bep bloaz e Frañs. Ar vro gant ar muiañ a blac'hed skoet gant ar c'hrign bev-mañ eo Frañs.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio