àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 29 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 29 a viz Mae 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Disadorn e vo c’hoariet e c’hoariva Kerne e Kemper un abadenn dibar lan a c’hoarelezh anvet « La blessure ».

14 mouez a grapay àr al leurenn, hag an holl anezhe é vout bet malitouch ar bron. Ar c’hoant boutin o deus da lemel an tabou. Sophie Billant a zo unan ag an dañserezed hag e lâra hiroc’h deomp diàr-benn an abadenn « La blessure », « ar gloazadenn » él ma lara hi. Aterset e oa bet get Morgane Cotten a Radio Kerne.

Disadorn e vo c’hoariet e c’hoariva Kerne e Kemper an abadenn « La blessure ». Ha c'hoariet e vo en-dri e miz Gouel-Mikael, miz Here da geñver ar c'houlzad « Kemper Roz ». Ul lodenn ag an dañserezed a vo war al leurenn a zo c'hoazh é heuliañ un tretamant a-enep d'ar c’hleñved. 60 000 mouez a vez paket get malitouch ar bron bep plez e Frañs.


Lidet e vo an dour, pe ar sterioù, e-kerzh an dibenn-sizhun.

E Bro-Leon, en Aber Ac'h e vez aozet abaoe 3 bloaz, ur valeadenn a bada 4 devezh. Kinniget e vez ar valeadenn-mañ get ar gevredigezh Mammenoù-Dour, asambl get Dour ha stêrioù Breizh. Stourm evit gwareziñ an dour n'eo ket ar pal aze, met kentoc'h bodañ an dud evit anav gwelloc'h hon endro, ha kaouit plijadur. Florence Kreac'hkadeg a zo unan ag an aozerezed, displegañ a ra muioc'h ar raktres-mañ, dirak mikro Pauline Daniel ag Arvorig FM.

Partiet eo dija ar bourmenadenn, met moiand ‘zo kendalc’hiñ ul lodenn ag an hent gete betek disul, lec'h ma vo lidet an dour e gouel ar mammenoù er C'houaenneg. Aozet eo an darvoud-se get skol Diwan Plougerne.

Da glevet ivez er c'heleier:


-Emañ ar gwrez àr gil e Breizh, hag e gwalarn Frañs dre vras goude 8 devezh amzer gorr.

-Ar vodadenn vrodael he deus torret a unvouezh ar c’hod du.

-Maer bet Levallois-Perret, Patrick Balkany ‘zo bet kondaonet get ar justis.

-Nullet eo bet dilennadegoù kumun Hilion (22).

-Kendalc’hiñ a ra al luskad sokial kaset get ar vreutaerion e Brest.

-Rugbi ar baotred: Trec’h oa bet RC Gwened get 48 poent doc’h 7 poent hepken evit skipailh Oyonnax. Ar pezh a gasa RC Gwened d’ar gourfenn get kleub Tolosa a-benn ar sizhun-mañ za.

foto: KIS (Kemper Institut du Sein)

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio