àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 27 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 27 a viz Mae 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Penaos 'mañ kont gant ar festoù-noz?

Disadorn baset ‘oa bet dalc'het e Brec'h, chouk d’an Alre, un tolp foran, aozet get Tamm Kreiz, Dastum ha BCD. An tem ? Dazonet ar fest-noz ! Ker 14 ble 'zo bremañ emañ bet laket ar fest-noz da 'c'hlad sevenadurel dizañvez', ha ret eo lakaat ar fichenn-renabl get an UNESCO da vout a-vremañ. Kouviet oe pep hani a gar da zonet da eskemm a-ziàr stad ar fest-noz bremañ, ha penaos gober aveit ma vo gwarantet ha treuzkaset ivez en amzer dazonet. Muioc'h get Thomas Postic a laboura e ti Tamm Kreiz. Emañ get Emrys a Radio Bro Gwened.

Un devezh 'ban natur gant skolidi Sant-Riwall

Un devezh evit lidañ an natur ‘oa dalc’het gant Park an Arvorig ar sizhun dremenet. Hag ur mod da lakaat an natur war wel ‘oa mont gant bugale skol Sant-Riwall da dizoloiñ un dtaouarc’hehg ‘zo ‘ba traon ar bourk zo ‘ba kreiz Menez are. Olier Robin zo skolaer ‘ba Sant-Riwall. Kaset ‘neus ac’haomp betek an ATE, aire terrestre éducative lec'h ma 'neunt labouret ingal a-hed ar bloaz… Muioc’h gantañ ha gant Avril ha Youn. Emaint gant Erwan Blanchard.

Da selaou ouhzpenn 'bar c'heleier:

  • Gant an amzer c'hor eo fall kalite an aer.

  • Manifestadegoù ouzh ur pred aozet gant an FN hag UDR 'ba Boulvriad 'vo e fin ar sizhun.

  • Erru eo skuizh implijidi zo o labourat gant kevredigezhioù mezdiko sokial gant o c'hondissionoù labour.

  • Dizoloet 'neunt kazetennerien Mediapart ha Liberation piv eo ar jandarm n'oa gloazet Serj Duteuil-Graziani 'ba Sainte-Soline

  • 50 bro zo savet ouzh Poutine gaozen d'ar gemenadenn da c'houlenn gant an estrenien kuitaat Kiiv

  • PSG-An Naoned: ur c'hrogad pouezhus 'ba kampionad lig 1 handball paotred.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio