àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Digoret e oa bet dorioù ur stal eil-dorn da bugale skol Diwan Baod.

Digoret e oa bet dorioù ur stal eil-dorn da bugale skol Diwan Baod.

Digreskiñ al lastez, setu ur sapre difi pa ouier e vez bannet e-korf ur blezad 623 kilo a draoù er boubelenn get pep den é chom e Breizh.

Ur sapre difi él ma larit, hag evit bout efedusoc’h e vez klasket kizidikaat ar vugale an abretañ ar gwellañ.

Skolidi Diwan Baod o doe justawalc’h bet ar chañs da weladenniñ ur stal eil-dorn, ur recyclerie él ma vez laret e galleg, L’effet papillon e anv.

Gwen Vorc’h a volonte vat er stal he doe kaset an droiad. Aozet e oa bet ar visit-se ivez get Florence Monset a gumuniezh kumunioù Baod en deus ar barregezh ofisiel da zibab ha da zigreskiñ al lastez.


Savet eo bet ar reportaj get Aodren Trehin.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio