àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kafe installation : Un emgav evit eskemm etre peizanted.

Kafe installation : Un emgav evit eskemm etre peizanted.

Dec'h da noz 'oa "kafe installation" e Tremargad, e Kerne Uhel. Bezañ zo deus "Kafe installation" emgavioù a vez dalc'het e tavarnioù disheñvel seul taol, 'benn reiñ digarez d'ar re yaouank o'n em staliañ war tiez-feurm da gejañ deus reoù prenet muioc'h a skiant gante, 'benn eskemm ha kaout alioù a-bep sort. Gant Agriculture paysanne hag accueil paysan 'vênt aozet, war-dro d'un tem fetis seul taol. En dro-mañ 'oa "ur menaj, ur pried, bugale&" Pauline Cabaret zo staliet pemp bloaz zo gant he c'hamalad& hag o fevar a vugale bremañ. Bet 'oa dec'h o rannañ he skiant-prenañ. Gant TUgdual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio