Ul lid-enoriñ a oa bet a-hed an dibenn-sizhun evit Erik Marchand
3 devezh n’eus padet lid-enoriñ Erik Marchand e Poullaouen hag e Groñwel an dibenn-sizhun paset.
Ur sapre gouel a oa bet aozet get ar c’hevredigezhioù Dañs Tro, Drom, La Grande Boutique ha Paotred an Dreujenn-Gaol.
Aet e oa ar c’hanour hag ar sonour meur d’an anaon d’an 30 a viz Gouel-Mikael, miz Here àrlane. Kantadoù a dud a oa daet da laret kenavo dezhañ asambl. Tud ag ar vro o doa kemeret perzh, met ivez tud a broioù arall.
Krismenn, Nathalie, ha Jean-Pierre Quéré, a oa doc’h mikro Emrys a Radio Bro Gwened. Frammet e oa bet ar reportaj get Aodren Trehin.
Mard oc’h bet dedenet get ar sujed-se, e vo posubl deoc’h klevet ur stumm hir en abadenn Avel em fenn ar sizhun-mañ get Emrys.