Keleier ar vro d'ar Meurzh 19 a viz-Mae
Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier.
Ur fest en enor da Erik Marchand
Tri devezh 'neus padet ar fest en enor da Erik Marchand ! E Poullaouenn hag e Groñvel e oa dalc'het ar sizhun baseet. Krismenn, Nathalie ha Jean-Yves Quéré a vo da glevet er reportaj-mañ.
Ur reportaj gant Emrys (Radio Bro-Gwened) hag Aodren Trehin.
Rap ha Stourm
Rap ha Stourm, ar c'hentañ festival rap e brezhoneg a oa dalc'het e Plougonver digwener, en ostalidi an Dibar ! Pemp strollad rap eus ar vro a oa pedet da zont d'un tamm fest-mañ, e-giz 'neus ket bet morse ebet e Breizh betek-henn.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ivez :
Nec'het eo an OMS gant ar pennad Ebola war ar C'hongo
Droadoù-peaj a zo bet lakaet e plas gant an Iran evit ar bagoù e strizh-mor Ormuz
Ur voger a vo savet etre ar Chili hag ar Perou
Trenket eo ar soubenn etre Canal + hag ar sinema er Frañs
Ur c'hinnig-lezenn da dorriñ ar breskripsion evit forsidigezh ar vugale er Frañs
Afer Pierre-Jean Mahé en Oriant