àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lid an 8 a-viz Mae

Lid an 8 a-viz Mae

D'an 8 a viz-Mae, e-giz ma ouzoc'h, e vez merket fin ar brezel diwezhañ e Frañs, enoret ar re a oa bet lazhet gant an Nazied ha lakaet fleur en-dro da vonumantoù ar re varv. Met ret eo lâret ar wirionez : bremañ ne vez ket gwelet kement-se a dud o vont da lidañ an devezh-se. Ar re hag o deus bevet ar brezel-se n'int ket gwall stank ken ha kaer 'vez desket an dra-se er skol e vez disoñjet tammig-ha-tammig. Met penaos vo graet pa vo aet tout ar re gozh kuit ? Ha peseurt talvoudegezh 'neus an devezh-se en deiz-hiziv ? Benjamin a oa bet o c'houlenn an dra-se gant an dud digwener e Karaez, dirak monumant ar re varv, e-lec'h ma oa en em vodet un tri-ugent den bennak evit an 8 a viz-Mae. Selaouomp André Auffret ha François Hellou.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio