àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 18 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'al Lun 18 a viz Mae 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Ar redadeg 2026 : erru ar vazh-test 'ban Naoned!

Disadorn e oa erruet ar Redadeg e kêr Naoned, goude 2226 kilometr a-dreuz hentoù Breizh. Miliadoù a dud a oa deuet war Enez Naoned evit lidañ an dekvet Redadeg. Evel bep eil bloaz eo tremenet ar vazh-test a zorn da zorn, evel un arouez eus treuzkas ar yezh. Bevañ, Bodañ, Bezañ : setu an tem a oa bet dibabet ar bloaz-mañ. Ha tro-dro d'an tem-se e oa bet skrivet an destenn he deus treuzhet Breizh er vazh-test. Gant ar skrivagnerez Loeiza an Duigou hag gant Anna ar Beg, kelennerez brezhoneg war he leve, oberiant-tre e Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegrien, e oa bet savet ar wech-mañ. Lennet e oa bet war al leurenn gant Anna ar Beg hag Aela Bricaud Salomon... Emaint gant Metig Jakez-Vargas.

Hep ar Skar, Redadeg ebet!

Ha ne vefe ket eus ar Redadeg hep skipailh ar Skar, skipailh kreiz ar Redadeg, he deus heuliet an darvoud noz ha deiz e-pad nav devezh. Selaouomp bremañ daou zen yaouank eus ar Skar, aterset int bet gant Metig Jakez-Vargas.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • O redek emañ Ebola dre Congo Kinshasa hag Ouganda

  • 14 rannvro 'ba Russia zo bet taget gant dronou Ukrena

  • Ur greizenn nukleel 'ba Emirats Arab Unaned zo bet taget gant Iran

  • Keiko Fujimori 'vo ouzh Roberto Sanchez 'ba eil tro an dilennadegoù prezidant 'ba Perou

  • Merc'hed skipailh US Sant-Malou 'c'hoario e lig 1 e 2026-2027!


Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio