àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Plaid Cymru zo erru e plas kentañ en dilennadegoù Senedd

Plaid Cymru zo erru e plas kentañ en dilennadegoù Senedd

Plaid Cymru zo erru ‘ba plas kentañ an dilennadegoù depute ‘ba Bro Gembre. Digwener eo 43 sez diwar ar 96 zo da gaout ‘bar Senedd zo aet gant an dizalc’hourien. Ar wech kentañ eo abaoe ‘zo eus ar parlamant ‘ba Bro-Gembre, e 1999, en em gav Plaid Cymru ‘vel strollad politikel kentañ ‘ba e vro. Betek-hen eo ar strollad Labour ‘oa o ren war ar politikerezh kembread. Da heul en em gav ar strollad eus an tu dehou pellañ Reform ‘neus rastellet 34 sez ‘bar Parlamant. Ar re labour ‘neunt gounezet 9 sez hepken hag ar virourien zo aet seizh plas depute ganto. Evit ar wech kentañ eo zo bet dilennet deputeed eus strollad ar re c’hlas. Gwawr Davalan zo kembreadez anezhi ha laouen gwelout Plaid Cymru ‘ba penn ar Senedd ‘ba Kerdiz. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio