Dilennadegoù deputeed ar Senedd 'zo 'ba Bro-Gembre
Dilennadegoù ‘vo dalc’het ‘ba Rouantelezh warc’hoazh, dilennadegoù lec’hel ‘ba Bro-Saoz ha dilennadegoù ‘vit envel deputeed ar Senedd ‘ba Bro Gembre hag ar Parlamant Skos ‘ba Bro-Skos. ‘Ba Bro-Gembre ‘vo bec’h moarvat ha dreistholl gant daou strollad : Plaid Cymbru, ar strollad dizalc’hour ha Reform, ar strollad eus an tu dehou pellañ zo ‘ba e benn Nigel Farage ‘noa kaballet ‘vit ar Brexit. Tamm ha tamm e ta Plaid Cymbru e penn arok neuzen, lakaet eo ‘giz strollad yaio dreist d’al Labour zo o ren Parlamant Cymbru. Met awalc’h ‘vo ‘vit gounit an dilennadegoù. Selaouomp Felix Parker, ur c’hembread zo o chom ‘ba Aberystwyth hag en deus divizet votiñ Plaid Cymbru. Emañ gant Erwan Blanchard.