àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar Redadeg a oa tremenet e enez Groe!

Ar Redadeg a oa tremenet e enez Groe!

Dimerc’her e tremene ar Redadeg e Groe. An eil gwezh e oa dezhi monet àr un enezenn !

Loc’het e oa a Lomener e kumun Plañvour ha distroet e porzh-dudi kreiz-kêr an Oriant.

10 km a oa bet merdeet neuze hag 20 kilometr redet àr an douar.

Birvilh a oa àr ar vag ha pas hepken get ar gwagennoù ! Daet e oa ar strollad muzik Kraz da animañ an dreuzadenn ! Dañset oa bet àr vor get un nebeut a dud a-drugarez dezhe.

Ne c’hellemp ket chom hep heuliañ an tennad-hent se !

Aodren Trehin a oa aet àr bourzh ar vag. Kejet he doe get ur strolladig euskariz a zo 'barzh aozadur ar c’horrika, ar redadeg a vez graet e Bro Euskadi. Er reportaj-se ho po ivez tro da glevet Maina An Taleg, ezelez kuzul-merañ ar Redadeg, ha Mailys Princé, kelennourez brezhoneg e Groe.

Emañ bremañ (15-05 tro-dro 7e30-8e30) ar Redadeg e Beuzid-ar-C’hoadoù, e biz Roazhon, ar gumun e lec’h m’emañ bet digoret skolaj Diwan an Il-ha-Gwilen e 2025.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio