àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 13 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 13 a viz Mae 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Gouel Breizh e Felger

Etre warc’hoazh hag ar bevar warn ugent a viz mae e vo aozet ouzhpenn daou c’hant a darvoudoù e Breizh hag er bed da vare ar Gouel Breizh. E Felger e bado betek fin ar miz memes gant darvoudoù liesseurt : sonadegoù, diskouezadegoù, prezegennoù, abadennoù sinema pe kafeta e brezhoneg. Aozet eo ar Gouel gant kuzul skoazell Diwan Felger neus bodet kevredigezhioù tavarnioù hag ensavadurioù ar vro. D’ar Meurzh 26 a viz Mae e vo skignet daou deulfilm : Une langue en plus tro dro d’ar ganaouenn un gramme de terre gant Francis Cabrel war implij ar yezhoù nann hegemonek ‘giz ar brezhoneg, hag un eil teulfilm a vo skignet goude, Da glevout a ran em huñvreoù, a zo ur poltred deus tri arzour deus teir vro disheñvel, ur breton Kristof ar Menn, ur frizon hag ur c’hven. Miss Ninog, kanerez ha sonerez anezhi a zeuio da gaozeal gant an arvesterien e fin an abadenn diwar-benn ar c’hrouiñ e brezhoneg, selaouomp anezhi diouzhtu


Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

En enor da Erik Marchand

'Benn digwener ha disadorn e Poullaouen ha disul e Groñvel e vo rentet enor da Erik Marchand, a zo aet d'an anaon ar bloaz-mañ. Aozet eo an devezhioù-se gant ar c'hevredigezhioù Dañs-Tro, Paotred an Dreujenn Gaol, Ar Stal Vras ha Drom kreiz Breizh Akademi. Sonadegoù, fest-deiz ha fest-noz pe c'hoazh ur pred kanet ha sonet a zo war ar programm. Sonerien eus Breizh hag ar bed a gemero perzh da reiñ buhez da spered ar c'haner, soner ha beajour. Digor e oa bet bepred war sevenedurioù ar bed. Levezonet e oa da skouer gant ar mod m a veze sonet treujenn gaol gant tud europa ar Reter. Selaouomp Dominique Jouve, en doa anavezet anezhañ er bloavezhioù 70 ha ha sonet treujenn gaol gantañ war pladennoù ar c'hQuintet Clarinette er bloavezhioù 1990....

Ur pennad-kaoz gant Yann Boishardy deus Radio Kreiz Breizh


Ha da glevet ivez :

  • War-zu ar peoc'h en Ukraina ?

  • Breskoc'h breskañ an harz-tennañ etre Iran ha SUA/Stad Israel

  • Ar prezidant Makron e Emvod uhel War raok Afrika e Nairobi

  • Kondaonet eo bet Yves Le Picard e afer ar Poher hebdo

  • Distro delwenn ar roue Nevenoe "Tad ar vro" dirak iliz-veur Dol

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio