àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 12 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 12 a viz Mae 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Plaid Cymbru zo erru er plas kentañ en dilennadegoù depute e Bro Gembre.

Digwener eo 43 sez diàr ar 96 a zo da gaout er Sened zo aet get an dizalc’hourion. Ar wech kentañ eo a c’houde eh eus eus ar parlamant e Bro-Gembre, e 1999, en em gava Plaid Cymbru él strollad politikel kentañ ‘barzh ar vro. Betek-bremañ eo ar strollad Labour a oa é ren àr ar politikerezh kembread.

Gwawr Davalan a zo kembreadez ha koutant gwelet Plaid Cymbru e penn ar Sened e Kerdiz, ar gêrbenn. Emañ get Erwan Blanchard.

Bremañ o deus ur miz dilennidi Plaid Cymbru evit sevel un emglev get strolladoù arall evit gellout kaout an tu kreñv, ar muianiver, ‘barzh ar Sened.


E miz Genver ar blez-mañ e oa bet prenet kleub melldroad An Oriant get ar BFCK, ar Black Knight Football Club, un embregerezh ag ar stadoù-Unanet a zo renet get Bill Folley.

Daet e oa ar BFCK da vout perc’henn nemeton ar c’hleub, met pezh’zo e oa dija perc’henn àr meur a gleub foot, en o mesk kani Bornemouth e bro Saoz.

N’eo ket plijet suporterion ‘zo get ar sistem lies perc’henniñ pe lies-piaouiñ kleuboù melldroad mod-se. Ur vanifestadeg o doa aozet ar Verluzed ultra en Oriant ar sul 26 a viz Ebrel, get asambl get harperion kleub Strasbourg a oa daet evit ar c’hrogad a oa just goude ar vanifestadeg.

Quentin a zo unan a 700 ezel ar verluzed ultra. Displegañ a ra deomp perak eo a-enep ar sistem lies piaouiñ pe lies-perc’henniñ kleuboù foot.

Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.

Da glevet ivez er c'heleier:

-Ur poent àr an hantavirus.

-Emañ skandal Bettharam é tarzhiñ e Afrika.

-Nac'het en deus ar sened an eutanaziezh evit an eil gwezh.

-Krouet eo bet ar c’hentañ disperier, pe sterilet evit ar baotred.

-16 familh o deus savet klemm e lezvarn Pariz a-enep Tik tok.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio