àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 11 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'al Lun 11 a viz Mae 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Tri devezh 'zo e oa lañset ar Redadeg !

An dekvet hini a zo dalc'het ar bloaz-mañ. War-dro 2200 km dre heñchoù Breizh a vo redet evit ar brezhoneg. Digwener 'oa an devezh-loc'hañ e Lannuon, e sal an Ursulinezed. Benjamin Bouard a oa bet o reportajiñ eno.

Lidoù an 8 a viz Mae

D'an 8 a viz-Mae e vez merket fin ar brezel diwezhañ. Enoret e vez ar re a oa bet lazhet gant an Nazied ha lakaet e vez bleunioù tro-dro da vonumantoù ar re varv...Met bremañ ne vez ket gwelet kalz tud o lidañ an devezh-se. Penaos vo graet pa vo aet tout ar re gozh kuit ? Ha peseurt talvoudegezh 'neus an devezh-se en deiz-hiziv ? Benjamin a oa bet o c'houlenn an dra-se digwener e Karaez, dirak monumant ar re varv, e-lec'h ma oa en em vodet un tri-ugent den bennak evit an 8 a viz-Mae.

Ha da glevet ivez er' c'heleier :

- Kresket eo pouez an tu-dehoù pellañ e bro Saoz hag hini an dizalc'hourien e bro Gembre

- 200 000 a dud o deus treuzet mor Breizh dindan eizh bloaz

- Dieubet zo bet daou vartolod eus ar flotilla evit Gaza dec'h

- Tommañ a ra an hin e kevandir Europa div wech buanoc'h eget peurrest ar bed

- Ur ger war ar sportoù

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio