àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 7 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 7 a viz Mae 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Dilennadegoù parlamant Bro-Gembre zo hudu

Dilennadegoù ‘vo dalc’het ‘ba Rouantelezh warc’hoazh, dilennadegoù lec’hel ‘ba Bro-Saoz ha dilennadegoù ‘vit envel deputeed ar Senedd ‘ba Bro-Gembre hag ar Parlamant Skos ‘ba Bro-Skos. ‘Ba Bro-Gembre ‘vo bec’h moarvat ha dreistholl gant daou strollad : Plaid Cymbru, ar strollad dizalc’hour ha Reform, ar strollad eus an tu dehou pellañ zo ‘ba e benn Nigel Farage ‘noa kaballet ‘vit ar Brexit. Tamm ha tamm e ta Plaid Cymbru e penn arok neuzen, lakaet eo e-giz strollad ‘yaio dreist d’al Labour zo o ren Parlamant Cymbru. Met awalc’h ‘vo ‘vit gounit an dilennadegoù. Selaouomp Felix Parker, ur c’hembread zo o chom ‘ba Aberystwyth hag en deus divizet votiñ Plaid Cymbru. Emañ gant Erwan Blanchard.

Fest Log 'ba Plañvour evit lidañ ar plankennoù surf hir!

Kroget eo dec’h (merc’her 6/5) ar 5vet Log fest e Plañvour kostez an Oriant. Al « log » e saozneg a zo plankennoù surfiñ hir mod hengounel, él ar re a veze implijet 50 pe 60 vlez zo. Ar re-se a zo neuze lakaet àr wel e-pad 4 devezh, met ouzhpenn surf a zo er gouel. Antoun Cabon a zo barzh ar skipailh aozañ. Setu muioc’h a ditouroù geton. Emañ gant Aodren Trehin.

Ha da seloau ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Loc'hañ 'raio ar Redadeg warc'hoazh eus Lannuon!

  • Pemp raktres 'vo arc'hantet gant ar Redadeg ar bloaz mañ, en o zouez un arload gant Radiobreizh.bzh

  • Dibaouez eo ar bombezadegoù 'ba Palestina ha 'ba Ukren

  • Ur familh 'vo skarzhet eus e loñjeris sokial 'ba Roazhon gaozen d'ar mab zo dealer

  • Ur stroll a-enep an arme zo bet savet 'ba Penn-ar-Bed

  • Skarzhet eo an H, skipialh an Naoned, eus Champion's League hand paotred gant FC Barcelona

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio