àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ul levr barzhoniel hag arzel diwar-benn an insest

Ul levr barzhoniel hag arzel diwar-benn an insest

Tamm ha tamm e vez frankoc'h ar gaoz war an insest, daoust ma chom un tabou bras en hor c'hevredigezh. Ur bugel diwar dek d'an nebeutañ a vefe tizhet gant ar feulsterioù seksel-se, hervezh enklask ar Ciivise a oa bet embannet e 2023, ar c'huzul emren war an insest hag ar feulsterioù seksel gouzañvet gant ar vugale. Patricia Legrand-Peoc'h he doa kemeret perzh e strolladoù labour ar Ciivise e Brest. Gouzañvet he doa an insest pa oa yaouank. Nevez embannet he deus ul levr barzhoniel hag intim, war an tem-se, anvet « J'aurais préféré écrire une histoire d'amour ». Muioc'h a ditouroù gant ar skrivagnerez.

Patricia Legrand-Peoc'h a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Nebeud a skouerennoù eus al levr « J'aurais préféré écrire une histoire d'amour » a zo bet moullet evit poent. Spi a zo gant ar skrivagnerez kavout un embanner evit gellout skignañ he labour. Un nebeud kevredigezhioù e Penn-ar-Bed a ginnig strolladoù komz evit an dud o deus gouzañvet an insest : Planning Familh Douarnenez ha Konk-Kerne hag ar gevredigezh « Le Monde à Travers un regard » e Kastellin.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio