àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 6 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 6 a viz Mae 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Ul levr diwar-benn an insest

Tamm ha tamm e vez frankoc'h ar gaoz war an insest, daoust ma chom un tabou bras en hor c'hevredigezh. Ur bugel diwar dek d'an nebeutañ a vefe tizhet gant ar feulsterioù seksel-se, hervezh enklask ar Ciivise a oa bet embannet e 2023, ar c'huzul emren war an insest hag ar feulsterioù seksel gouzañvet gant ar vugale. Patricia Legrand-Peoc'h he doa kemeret perzh e strolladoù labour ar Ciivise e Brest. Gouzañvet he doa an insest pa oa yaouank. Nevez embannet he deus ul levr barzhoniel hag intim, war an tem-se, anvet « J'aurais préféré écrire une histoire d'amour ». Muioc'h a ditouroù gant ar skrivagnerez.

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Gwaregiñ war ar prim !

Sed aze ar sport ‘vez graet gant Sophie Le Hunseg ha Pol-Yvon Virot. ‘Ba koad Gwengad, chouk da Gemper, ‘vezont ingal o pleustriñ gant ar biroù hag ar gwaregoù. Ur sport eo ar gwaregiñ war ar prim a ranker implijout ar c’horf mat ar spered ivez. Met peseurt diferañs zo gant ar gwaregiñ e diabarzh. Selaouomp, da gentañ Sophie Le Hunseg ha Pol-Yvon Virot war lerc’h.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.


Ha da glevet ivez :

  • Un ehan e oberadenn amerikan nevez "Raktres Frankiz" en Iran

  • Argadennoù israelian e Liban

  • predoù 1 euro evit an holl studierien

  • Dilennadegoù-kêr ouzhpenn e Aodoù-an-Arvor

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio