An daouad Okto H 'neus embannet e EP rap e brezhoneg "7.9 Tape"
Ur strollad nevez zo oc’h en em gavout war dachenn ar rap e brezhoneg. Okto H eo e anv. Staliet eo an daouad ‘ba Breizh. O paouez embann un EP, un album berr anvet 7.9 tape, emañ Sasko ha Kanouch. Tri don ‘neunt bet tro da enrollat gant skoazell paotred Plouz ha Foenn… Daou baotr yaouank a ya d'ober Okto H, Sasko ha Kanouch, Noe ha Louis o anv bihan gwir. Embannet ‘neunt un album berr anvet 7.9 tape. Gall ‘ra an nen selaou an EP war ar savennoù ‘zo gouestlet d’ar sonerezh… pe mont da welout ‘nezho da geñver konsertoù… ‘Ba Gwiseni ‘vo Okto H o seniñ ‘benn digwener da geñver gouel 20 vloaz Skolwaj Diwan Gwiseni ha ‘benn ar 15 a viz Mae da geñver an nozvezh Rap ha Stourm ‘ban Dibar ‘ba Plougonver. Selaouomp Sasko ha Kanouch ouzh mikro Erwan Blanchard.