àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 28 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 28 a viz Ebrel 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.


Disadorn baset e oa bet ur vanifestadeg evit stourm doc’h ar raktresoù mengleuz a zo er vro.

3 raktres a zo : Epona kostez An Oriant àr gumunioù An Henbont, Langidig, Lostenk ha Kervignag, Taranis kostez Redon ha Belenos etre ar Maine-et-Loire, hag al Liger-Atlantel.
Kaset eo ar raktresoù-se get Breizh Ressources a zo un is-embregerezh a Aurania Ressources staliet e Bro Ganada hag enrollet e inizi ar Bermudes.
Roet eo bet an aotreoù da furchal evit an tri raktres-se get ar Stad e miz An Azvent (miz Kerzu) Arlane.
Brasaet eo neuze ar stourm, kenurzhiet get ar c’holektif Stop Epona, ha harpet get kevredigezhioù ha dilennidi.
Un 200 den bennak o doe dibunet disadorn e straedoù kêr ar 6 porzh. En o mesk e oa Jean-Paul Runigo a Dour ha Stêrioù Breizh ha Roger Gueganno ag a gevevredigezh Loca-Terre.

Ar rekour el lezevarn velestradurel a vo graet d’ar 7 a viz Mezheven d’an diwezhatañ. Un tammig muioc’h eget 5000 euro diàr ar 15 000 gortozet a zo dija bet rastellaet a drugarez da brofoù-argant dre Hello Asso evit paeañ ar frejoù justis.

Ur reportaj savet get Aodren Trehin.

Get diorren an naouegezh artifisiel eo aet àr-raok an troerioù emgefreek, pe aotomatek ma faot deoc’h.

Hiziv an deiz e c’hellit skaniñ get ho pellgomzerioù hezoug un destenn hag e vez troet diouzhtu en ur yezh arall dre Google traduction. Bout zo c’hoazh ur benveg nevez krouet get Apple : a c’houde ur blez e vez troet àr eeun get an airpods komzoù un den en ur yezh estren er yezh ma faota deoc’h. Testennoù a c’hella bout troet ivez get Chat Gpt pe Mistral en un doare eeun.

Un dispac’h e bed an troiñ eo, hag e klask aktourien ar brezhoneg labourat àr an dachenn-se kuit da vout lakaet a gostez.

Myriam Guillevic a zo mestrez prezegennerez àr ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2. Hervez ar skol-veuriadez e cheñcha an IA labour an troer : donet a ra da vout kentoc’h difarier met en desped d’an araokadennoù n’eo ket barrek a-walc’h evit troiñ testennoù lennegel. Tro po da selaou an atersadenn en he fezh en abadenn gouloù noz hag ivez él rezon dre bodkast àr lec’hienn radiobreizh.bzh.

Myriam Guillevic a oe bet goulennataet get Anton Burel.

Da glevet ivez er c'heleier:

-Votet eo bet dec’h an danevell diàr ar c’hleweled publik get komision enklask ar parlamant.
-Daou varner a gasay muntrer Yvan Colonna dirak al lez-varn.

-Ur luskad harz-labour a live Frañs a bezh ‘zo bet ar ‘barzh prizonioù dec’h.

-sport :

Dec’h eo bet dalc’het trivet prantad tro Breizh wàr velo evit ar baotred.

E Lig kentañ melldroad ar merc’hed e c’hoariay skipailh an Naoned a-enep Lyon dimerc’her da 7e noz.

Handball ar merc’hed : Brest Breizh Hand a vo doc’h skipailh Györ evit hanter- gourfen lig ar c’hampionezed ar sadorn 6 a viz Mezheven.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio