6 ONG o deus diguzhet ar greenwashing graet diàr an IA !
Hiriv e vo lakaet ar gaoz c'hoazh àr an naouegezh artifisiel met get ur sell dibar a-walc'h. Ar c’hentañ enklask àr ar greenwashing hag an IA a zo bet kaset a-stroll get c’hwec’h ONG. Da laret eo penaos e ra embregerezhioù bras an teknologiezhioù meuleudi an IA evit reiñ ur skeudenn vat doc’hti ha kuzhat he gwallefedoù àr an endro.
Pierre Terras, penn-skipailh en ONG Beyond fossil fuels, a stourma e Europa evit dilezel an energiezhioù fosil, en deus kemeret perzh er studiadenn-se. Muioc’h a zisplegannoù geton.
Kaset e oa bet an atersadenn get Aodren Trehin.
Emañ ar studiadenn glok àr ar greenwashing diàr an IA àr lec’hienn web Beyond fossil fuels e saozneg :