àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 28 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'al Lun 28 a viz Ebrel 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

O tostaat emañ loc'hañ ar Redadeg

D'an 8 a viz Mae eo eus Lannuon 'vo roet lañs d'ar Redadeg a bep eil a gaso muioc'h 'vit 2200 km evit mont beket an Naoned. Birvilh zo gant an aozerien d'ar poent mañ sur dac'h! Disadorn 'oa bodet an izili eus ar bodadoù kreiz 'vit peurlipat an aozañ. 'Ba Kemper, 'ba lise al Likès 'oa en em gavet Erwan Blanchard gant Maina an Taleg 'zo unan eus kenbrezidanted ar Redadeg….

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Kampionad Breizh gouren ‘oa bet dalc’het ‘ba Tregon dec’h !

Aozet ‘oa an tournamant gant Skol Mein Zao. ar dro 120 gourenerez ha gourener ‘oa deuet da glask bout trec’h war ar pallen ha kaout titl kampionez ha kampion Breizh. Evit Budok, 11 vloaz anezhañ, ‘oa ar wech kentañ dezhañ gounit ur gourfen. Ur gelaouadenn gant Erwan Blanchard.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Ha da glevet ivez :

  • Gwalldaol e Washington D.C.

  • Dilennadegoù-kêr e Palestina ac'hubet

  • Ar prizoniad politikel euskarad Jose Maria Novoa a zo bet dieubet

  • Disoc'h krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio