Lazhti Gad 'ba Lambaol en arvar. Ha ma 'vefe un diskoulm
Saveteiñ al lazhti 'ba Lambaol, setu pal ur bern politikourien. 889 plas labour distrujet 'ba Bro-Leon a zo ur spont evit dazont ar vro. Georges Tigreat, prezidant kumuniezh kumunioù bro-Landi 'zo o klask sevel ur raktres adprenañ al lazhti gant ar Cecab. Gouarnamant Bro-C'hall a souten ar raktres mañ. Ha dre vras sikour an embregerezhioù gounezvouedel 'ba Breizh: 15 million a euroioù 'vefe postet 'ban afer. Peadra da derc'hel ul lazhti 'ba Lambaol? Spi 'neus François Marc, senatour ha kuzulier meur 'ba Penn-ar-Bed. Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.