àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 24 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 24 a viz Ebrel 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Daou-ugent vlez 'zo, d'ar 26 a viz-Ebrel 1986, e tarzhe kreizenn nukleel Tchernobyl en Ukren.

Evit dalc'hiñ soñj ag an darvoud-se e vo dalc'het un vodadenn hiriv e Lannuon get Sortir du Nucléaire e Bro-Dreger (SDN Tregor). E 2011 e oa bet krouet ar gevredigezh-mañ, àr-lerc'h ar gwallzarvoud bras a oa bet e Fukushima. Klask a ra an SDN degas keloù d'an dud ha kelenn anezhe diàr-benn an nukleel hiriv an deiz. Soñjal a ra dezhe ne vez ket lâret a-walc'h pegen dañjerus a c'hella bout an nukleel, ha dreist-holl d'ar re yaouank.

Henoazh da 6e d'enderv en em voday tud ar gevredigezh e Lannuon dirak an ti-kêr, da-geñver 40 vlez gwallzarvoud Tchernobyl.

Selaouomp Laurent an Intañv, prezidant ar gevredigezh, get Benjamin Bouard.

L’Epicétout zo staliet e kreiz bourc’h ar Fouilhez a c’houde daou vlez.

Ispisiri nemeti ar gumun eo ha meret penn da benn get ur gevredigezh ha tud a youl-vat. Lañset ‘oa bet ar soñj da sevel un ispsiri seurt-se evit degas un tamm buhez ‘barzh ar gumun hag ingalañ marc’hadourezh produerion ar vro. Setu ar pezh he deus displeget Gaelle Maudire, a zo e karg ag ar c’hehentiñ er gevredigezh da Erwan Blanchard.

Evit brudañ l’Epicétout ha diskouezh da dilennidi ar vro lec’h ma ‘neus ispisiri erbet ken, ‘vo degemeret anezhe warc’hoazh d’enderv er Fouilhez. Ha disadorn ‘vo dalc’het ur fest-noz evit serriñ un nebeut blankoù evit ar gevredigezh. Adalek 9e, e sal ar barrez, ‘vo lusket ar gouel gant ar c'hoarezed Guyomarc'h, an daouad Coussement/Maudire, ha Poulmarc'h/Kerne.

Da glevet ivez er c'heleier:

-Astennet eo a 3 sizhuniad an harz-tennañ etre Israel hag al Liban.

-Ledannaet eo ar sikourioù da baeañ an dour-tan d’an dud a implija kalz o oto evit labourat.

-Un afer bac’hadur da geñver ar c’hriptomoneiz a zo bet e kumun Gwitalmeze. Seurt fedoù a vez liesoc’h liesañ.

-Kaset eo ar Stad dirak ar justis get ar gevredigezh France Nature environnement hag ur gevredigezh bevezourion, an ACLC a gaoz da galite fall an dour.

-Ur c’hlemm a zo bet savet evit « korvoerezh » doc’h an embregerezhioù Uber eats ha Deliveroo.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio