Sortir Du Nucléaire Trégor e Lannuon
Daou-ugent vloaz 'zo, d'ar 26 a viz-Ebrel 1986, e tarzhe kreizenn nukleer Tchernobyl en Ukren. Evit dalc'hen soñj eus an dra-se e oa bet dalc'het un tamm bodadenn d'ar 24 a viz-Ebrel e Lannuon gant Sortir du Nucléaire e Bro-Dreger (SDN Trégor). E 2011 e oa bet krouet ar gevredigezh-mañ, war-lerc'h an aksidant bras a oa c'hoarvezhet e Fukushima. Klask a ra re ar gevredigezh-mañ digas keloù d'an dud ha kelenn anezho diwar-benn an nukleer hiziv an deiz. Soñjal a ra dezho ne vez ket lâret a-walc'h pegen dañjerus a c'hall bezañ an nukleer, ha dreist-holl d'ar re yaouank. Selaouomp Laurent an Intañv, prezidant ar gevredigezh.