àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 23 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 23 a viz Ebrel 2026

Sport evit an dud mac'hagnet 'vo kinniget 'ba Morieg 'benn disadorn!

Gober sport pa vezer nammet n’eo ket aes atav. An dud mac’hagnet a zo div wezh nebeutoc’h eget ar boblañs hollek é ober sport barzh ur c’hleub hervez an Injep e 2024. A benn broudiñ ar vugale da zijoloiñ an handisport ha krogiñ barzh, e vo aozet an 3 vet Family day, devezh ar familhoù, disadorn d’enderv e Mourieg kostez Logunec’h, er Morbihan. An emgav a vo etre 2 eur ha 5 eur d’enderv e takad ar Parko. Digoust eo, met mard oc’h dedenet da gemer perzh e vo ret deoc’h lakaat o anv en a-raok. Muioc’h a ditouroù get Anaelle Ar Bleveg, ag CDH, komite handisport ar Morbihan.

Arctic pilgrim, setu romant nevez ar skrivagner Kristian Braz!

Embannet eo gant Al Liamm. Anveet eo evit bezañ skrivet levrioù evit ar vugale, troidigezhioù ha danevelloù. E 2016 noa resevet ar priz langleiz evit e dastumad danevelloù Rebetiko hag istorioù all. Ar wech-mañ en deus skrivet ur romant, an hini kentañ en deus skrivet. Heuliañ a ra ur studier Yaouank deus Brest a ya da Arktika war roudoù John Rae un ergerzher deus an XIXvet Kantved a oa aet da Ganada evit dizoleiñ an North West Passage, an hent evit mont deus ar meurvor atlantel d’ar meurvor Habask dre an norzh. Ul levr gwriziet e daeoù ar gevredigezh a-vremañ eo Arctic Pilgrim : Avañturioù a bep seurt a c’hoarvez d’an dudenn, gant aferioù spierezh, brezel, karantez, mignoniaj … Emañ Kristian Braz gant Anton Burel.

Ha da selaou 'bar c'heleier:

  • Gwask zo 'ba Iran: 3646 sivil zo bet harzhet 'ba Iran abaoe penn kentañ ar brezel!

  • 90 miliard a euroioù 'vo roet diwar brest da Ukren gant Unvaniezh Europa.

  • Montenegro: 28vet Stad Unvaniezh Europa?

  • L 214 'neus dougenet klemm ouzh ur produer moc'h 'ba Morbihan.

  • Tagoù fascist zo bet livet war ur voger 'ba kampus Kerichen 'ba Brest.

  • Merc'hed FC an Naoned 'zo kalified 'vit kemer perzh 'ba hanter droioù kampionad Frañs Lig 1.

  • PSG-FC an Naoned: 3-0... Tostoc'h tostañ eus al Lig 2 emañ paotred FC an Naoned.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio