àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un devezh sport evit ar vugale nammet hag o familhoù a vo disadorn e Mourieg

Un devezh sport evit ar vugale nammet hag o familhoù a vo disadorn e Mourieg

Gober sport pa vezer nammet n’eo ket aes atav. An dud mac’hagnet a zo div wezh nebeutoc’h eget ar boblañs hollek é ober sport barzh ur c’hleub hervez an Injep e 2024. A-benn broudiñ ar vugale da zijoloiñ an handisport ha krogiñ barzh, e vo aozet an 3vet Family day, devezh ar familhoù, disadorn d’enderv e Mourieg kostez Logunec’h, er Morbihan.

Emgav etre 2 eur ha 5 eur d’enderv e takad ar Parko. Digoust eo, met mard oc’h dedenet da gemer perzh e vo ret deoc’h lakaat o anv en a-raok.

Anaelle Ar Bleveg, ezelez burev comite handisport ar Morbihan a oa bet aterset get Aodren Trehin.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio