àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur film chakod dindan ur sizhun gant Ti ar vro Lesneven

Ur film chakod dindan ur sizhun gant Ti ar vro Lesneven

Ur sizhunvezh vakañsoù evit sevel ur film ! Abaoe disul ‘zo 7 bugel zo etre 7 ha 12 vloaz o kemer perzh ‘bar c’hamp Utopia zo aozet gant Ti ar vro Bro-Leon. Gouestlet eo ar sizhun mañ ‘ba sevel ur film berr ‘vo diskouezhet da geñver ar genstrivadeg « Filmoù chakod ». N’eo ket disoc’h ar film evit poent met aet eo war-raok ‘vel ‘pezh ‘neunt kontet deomp ar stajidi zo anvet Kleden, Milo, Moïra, Yann ha Karen zo unan eus an animatourezed. O krouiñ un istor faltaziek emaint, gant erevent, un den bleiz a rank skrapat bugale evit kaout mignoned... Un tamm reportaj ‘ba Lesneven gant Erwan Blanchard.


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio