Kampionad Breizh Gouren 'vo 'ba Tregon 'benn disul
Bec’h ‘vo ‘ba Tregon ‘benn disul. Kampionad Breizh Gouren ‘vo dalc’het ‘ba sal Alice Miliat adalek 12e15. Muioc’h ‘vit 120 gourenerez ha gourener ‘vo war ar pallennoù evit gounit un titl kampion Breizh. Merc’hed, paotred ha re yaouank eus Breizh a bezh en em gavo asambles ‘bar gumun ‘zo chouk da Gonk-Kerne. Aozet eo kampionad Breizh gant Skol Mein Zao ar bloaz mañ. Pauline Sellin zo ezelez eus ar skol se ha ko-prezidantez Bodad ar Gouren ‘ro muioc’h a ditour deomp. Emañ gant Erwan Blanchard.