àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 20 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'al Lun 20 a viz Ebrel 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Kenstroll Breizh a ya kuit deus ar rouedad european YEN

Ar sizhun baset e oa bodet tud yaouank a vinorelezhioù Europa e Montroulez. YEN (Youth european nationalities) eo anv ar rouedad aozadurioù bihan a dolpa anezhe evit lakaat da dalviñ o gwirioù. Ag al Lun betek ar Sadorn, tem ar sizhun a oa penaos e c’hella ar minorelezhioù kenlabourat get ar strollegezhioù lec’hel betek ensavadurioù european evit ober gete. Kenstroll Breizh a zo barzh a rouedad evit difenn yaouankiz Breizh. Disadorn he deus divizet ar gevredigezh kuitaet YEN da vat, goude mizioù a disfi. Loeiz Albert-Becker, Enora Al Louarn hag Anna An Intañv, a oa doc’h Mikro Aodren Trehin. Emaint é vonet da zisplegañ an abegoù o deus kaset anezhe da dapiñ an diviz-se, en ur ouiet ouzhpenn e oa Loeiz Albert-Becker prezidant YEN. N’eo ket distêr ar rebechoù a zo graet gete !

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Dizoleiñ Brezhoneg Groe gant ur geriadurig nevez

Ul levr kaer a zo bet nevez embannet get Goater : Geriadurig breton Groe hag a voda 3250 gêr.  5 plez labour a zo bet afer evit kaouit ur renabl ken klok ! Mailys Princé, kelennourez brezhoneg hag oberiant àr ar rouedadoù sokial evit brudiñ yezhoù ha sevenadur ar vro he deus er savet a gevred get Bernard Le Béhérec genidig a Groe. Muioc’h a zisplegadennoù geti.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Ha da glevet ivez :

  • Gwalldaol e Kiev & keloù deus ar brezel etre Russia hag Ukraina

  • Fin an harz-tennañ etre Iran ha SUA ?

  • Bresk eo an harz-tennañ e Liban

  • Bruno Retailleau, kadoriad an tu dehou LR zo bet dilennet 'giz den war ar renk e anv ar Republikaned

  • Disoc'h ar c'hrogadoù Melldroad ha Rugby

  • Redadeg ar Roazhon Urban Trail en deus graet berzh

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio