àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Koñkour kontadennoù Kan ar Bobl

Koñkour kontadennoù Kan ar Bobl

D'an 11 ha d'an 12 a viz-Ebrel 'oa dalc'het diwezhañ tro ar C'han-ar-Bobl e Pondi. Meur a goñkour kan a vez dalc'het bep bloaz eveljust : kan da zañsal, kan da selaou, krouidigezh, e-unan pe daou-ha-daou, met arabat disoñjal 'vez kontet ivez ! Un ugent konter ha konterez bennak a oa bet disadorn goude-merenn neuze, tud deus a-bartout, da gontañ e brezhoneg pe e gallaoueg. Kalzig a vugale a oa bet o kontañ e brezhoneg memes, bugale skolioù Diwan Gwened pe Kemperle dreist-holl.

n taol-mañ eo aet priz kentañ ar c'hontadennoù brezhonek gant Mickael Roubier, deus Bro-Gwened, hag an eil gant Alphonse Raguenez, deus Bro-Leon. Evit ar vugale 'neus kavet gwelloc'h ar juri lakaat daou zen war ar memes pazenn : aet eo ar priz kentañ gant Tilio Le Galloudec ha Koupaia Mollo-Brejent.

Selaouomp Yann-Charlez Kaoudal, a oa er juri kontadennoù e brezhoneg.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio