Taol-grenn - Petra ober get pozioù ar sonennoù hengounel ?
Kouvidi :
Jañlug Er Mouel, kanour (Nava, Dañs er jeko, EOG...)
Anaïs Mahe-Ar Ruyet, é sevel un dezenn e skol-veur Roazhon 2 diàr al lennegezh e brezhoneg (emdroadur an emzalc'hioù karantez liammet get emdroadur ar gevredigezh etre fin kantved ar Sklêrijenn betek an amzer a-vremañ)
Kanerezed Traoue, strollad kanerezed a Langidig
Maksim Crahe, kanour er strollad Kanerhog
Animet e oa bet an abadenn get Emerys hag Aodren Trehin.
Pozioù ar sonennoù hengounel a glota get spered ar prantad m’int bet skrivet. Diàr sujedoù ‘zo, él ar feulster, an darempredoù etre merc'hed ha paotred, pe c’hoazh plas ar relijion da skouer, eo chañjet ar gevredigezh. Petra ober neuze get pozioù a c’hella bout gwelet él diamerizet pe pas jaojabl ken?
• Un dra vad eo, chañch ar pozioù ? Ma vehe graet, betag e-menn ?
• Hag e vehe ret chom hep o kaniñ ken ?
• Gwarn ar pozioù met ur zisplegañ ar c’honteks ?
• Peotramant, ar pozioù istoerel a zo un testeni ag ar gevredigezh en amzer baset – o chañj a vehe diverkiñ an istoer ?
• Hag-eñ ne vehe ket gwell sevel sonennoù nevez-flamm, kentoc'h aveid chañch sonennoù kozh, a-benn komz a demoù ag an amzer a vremañ ?
Setu ar pezh a zo bet tabutet e-pad 40 munutenn ar plato àr eeun.