àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 15 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 15 a viz Ebrel 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ


Afer 'zo tud a youl-vat evit kendalc'hiñ get Kan ar bobl !

An achimant sizhun baset, ar sadorn 11 hag ar sul 12 a viz Ebrel e oa ar final e Pondi. Ul lodenn vras a tud ar skipailh o deus disklêriet n’int ket evit dalc’hiñ get an aozadur ken.

Kinnig a reomp deoc’h selaou Gwen Vorc’h ha Mireille Carel a youl vat a c’houde 30 vlez, ha Maksim Crahé, prezidant ar gouel.

Mard oc’h koutant da vout a youl vat, kerzhit e darempred get aozadur Kan ar bobl !

Kazimant hanterkant vlez 'zo e oa bet krouet Appel Détresse en Naoned. Get ar gevredigezh-mañ e vez klasket donet da sikour ar broioù paourañ ‘zo er bed, en Afrik dreist-holl hag en Haïti. Pevarzek seksion zo e Frañs hag unan doc’hte a zo e Gras, e-tal Gwengamp. Eno 'vez un daou-ugent den bennak a-volontez vat é labourat start bep sizhun, evit kas panadur bara (bara bruzunet, « panure » e galleg) ha traoù ‘rall d'an Afrik. Benjamin Bouard zo bet é ‘n em gavout gante ar sizhun baseet, pa oant komañset da vat da droc'hañ ar bara. Selaouomp Elise, a-volontez vat a c’houde un nebeut bloavezhioù.

Da glevet ivez er c'heleier:

-Aet eo ar gouarnamant àr gil àr ar raktres da lemel ar 1añ a viz Mae él devezh dilabour.

-Achiv eo get ar ZFE, (zones à faibles émissions), takadoù lec’h ma oe ret kaouit ur pegsun àr an oto evit donet tre e kêr.

-Ur programm evit ar vugale tro-dro d’ar skol, get 20 milion a euroioù 'zo bet votet get ti-kêr Pariz evit stourm doc'h ar feulsterioù seksel.

-Harz labour ar breutaerezed hag ar vreutaerion a gendalc’ha e Brest betek digwener. Stourm a reont doc'h reform ar justis hag ar justis hep prosez.

-Nac’het eo bet rekourioù an ONG Bloom a-enep kuzul rannvro Breizh get Lezvarn velestradurel galv Naoned.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio