àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Echu eo amzer ar vezh" eme tud yaouank Kerne

"Echu eo amzer ar vezh" eme tud yaouank Kerne

E 2023 e oa bet bodet gant QCD, « Quimper Cornouaille et développement », ur strollad pemzek den yaouank evit kemer perzh e asezoù kentañ sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e bro Gerne. Da c'houde e oa bet fiziet eno ur raktres, dezho da embann o soñj war an temoù-mañ. Ha goude ur bloavezh labour hag emvodoù o deus skrivet ur manifesto, « Echu eo ar vezh ». Muioc'h a ditouroù gant Camille Diquelou, he doa kemeret perzh er raktres.


Camille Diquelou, he doa kemeret perzh en ur bodad tud yaouank e asezoù sevenadur breizh hag ar brezhoneg e bro Gerne, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Manifesto ar strollad a c'heller lenn e brezhoneg hag e galleg dre lec'hienn internet Quimper Cornouaille Développement. Hag a benn nebeud e vo gwelet ar skritelloù bet ijinet gante ivez.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio