àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Birvilh a zo e Douarnenez ur miz a-raok ar Redadeg

Birvilh a zo e Douarnenez ur miz a-raok ar Redadeg

A-benn ur miz e loc'ho Ar Redadeg eus Lannuon ! Ha birvilh a zo dija gant bugale Douarnenez, hag ar re vrasoc'h ivez. Dec'h e oa bet aozet un abadenn war ar porzh evit kregiñ da lidañ ar gouel-se. Deuet e oa an arzourien Plouz ha Foenn ha Nolwenn Korbell da ganañ ar ganaouenn ofisiel. Ha bugale hentenn divyezhek kêr o doa kanet kanaouenn ar vugale. Fier-bras e oant o vezañ bet dibabet gant ar voterien, ha da ganañ dirak ho familhoù...


Klevet ho peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. Kanañ a raio bugale skol divyezhek Fañch Gwilhou evit loc'hañ ar Redadeg e Lannuon. Ha chom a ra kilometradoù da werzhañ war lec'hienn ar Redadeg ma fell deoc'h harpañ ar skolioù Diwan ha pemp raktres all evit kas waraok hor yezh !

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio