Larsen ha mediator 198 : Splujomp en “americana” (1)
Er bloavezhioù 80 e oa krouet an dikedenn «world music» gant tiez embann pladennoù evit gwerzhañ albomoù diaes da rummata. Er bloavezhioù 90 e c’hoarvez kement-all er Stadoù-Unanet, krouet eo an americana, ur rummad a vodo an holl arzourien hag arzourezed a ra ur sonerezh diazezet war gwiziennoù ar sonerezh amerikan pa vefe country, folk, blues, soul, gospel pe rhythm and blues, ul lak-pep-tra en ur mod. Plijout a ra an dikedenn pe get, ne vern, ar pezh a ginnigan deoc’h hiziv eo selaou meur a arzour tikedennet Americana…
Playlist :
- Tennad eus diskleriadenn Tyler Childers da goulz an american grammy awards e 2017
- Over the Rhine : Cuyahoga (foñs son)
- The Jayhawks : Waiting for the Sun
- Son Volt : Ten Second News
- Cowboy Junkies : Sweet Jane (foñs son)
- Cowboy Junkies : Sun Comes Up, It’s Tuesday Morning
- Townes Van Zandt : Waiting Around to Die
- Lucinda Williams : Car Wheels on a Gravel Road
- Over the Rhine : Baby If This Is Nowhere
Levrlennadur :
- “Country & Americana, Un panorama en 100 disques essentiels” – Arnaud Choutet – Embannadurioù Le mot et le reste