àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 10 a viz Ebrel 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 10 a viz Ebrel 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Artemis 2 war hent an distro

Hiviz eo sañset Artemis 2 da zont d'an Douar en-dro. Pevar den (tri faotr hag ur vaouez), pevar atronot, a oa bet kaset etramek al Loar d'ar c'hentañ a viz-Ebrel hag arruet eno disul. Gant o c'hapsulenn o doa gallet ober an dro d'al Loar ha tremen eus an « tu teñval » e-giz 'vez lâret, an tu kuzhet ha ne weler ket ac'hann war an Douar. Ar wech kentañ eo ma vez kaset tud keit-se deus an Douar ivez. Met d'ober petra ? Benjamin 'neus goullet gant Dominique Merrien, eus ar gevredigezh Loargann, da zisplegañ an dra-se deomp.

Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard

Fest-noz an Agro a zo fenoz en Antipode e Roazhon

Ur fest-noz istorel a vo dalc’het fenoz, Fest-noz de l’Agro a vez dalc’het bep bloaz abaoe pemp bloaz ha daou ugent, aozet eo gant ar gevredigezh Fest-noz de l’Agro, ur gevedigezh a studierien deus Institut agro. Selaouomp diouzhtu Léanore Sichler prezidantez ar gevredigezh hag Aline Berthelot. Studiañ a reont b’an institut evit bezañ ijinourez war an agronomiezh.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Ha da glevet ivez :

  • Kevraouiñ etre Iran ha Stadoù Unanet a grog hiziv

  • Muntr ar c'hazetenner palestinian Mohammad Washash gant lu Israel e Gaza

  • Tomm eo bet Miz Meurzh er bed a-bezh

  • Nathalie Appérée zo bet dilennet 'giz Prezidantez Meurgêr-Roazhon

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio