àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Artemis II o tizroiñ d'an Douar

Artemis II o tizroiñ d'an Douar

D'an 10 a viz-Ebrel e oa sañset Artemis 2 da zont d'an Douar en-dro. Pevar den (tri faotr hag ur vaouez), pevar astronot, a oa bet kaset etramek al Loar d'ar c'hentañ a viz-Ebrel hag arruet eno pevar devezh war-lerc'h. Gant o c'hapsulenn o doa gallet ober an dro d'al Loar ha tremen eus an « tu teñval » e-giz ma vez lâret, an tu kuzhet ha ne weler ket ac'hann war an Douar. Ar wech kentañ eo ma vez kaset tud keit-se deus an Douar ivez. Warlerc'h Artemis II vo kaset Atermis III a-benn bloaz sañset hag Atermis IV war-lerc'h. Ar programm Artemis 'nefe kousket war-dro 93 miliard a zolarioù evit ar mare. Met d'ober petra ? Benjamin 'neus goullet gant Dominique Merrien, eus ar gevredigezh Loargann, da zisplegañ an dra-se deomp.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio