àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lydie Massard eus an UDB a vo war ar renk er rak-dilennadegoù prezidant !

Lydie Massard eus an UDB a vo war ar renk er rak-dilennadegoù prezidant !

Ha klevet ho peus anv eus Lydie Massard dija ? Emañ ar vaouez eus Pondi ha kuzulierez-kêr en tu-enep war ar renk evit rak-dilennadegoù an tu kleiz ; da geñver an dilennadegoù prezidant a vo e 2027. E kichenn mouezh-aotreet an UDB e kaver tud kalz brudetoc'h e Frañs evel Marine Tondelier, François Ruffin pe c'hoazh Clémentine Autain. Perak 'ta en deus divizet ar strollad emrenour Breizhad mont war ar renk evit an dilennadegoù prezidant ? Muioc'h a zisplegadennoù gant Tifenn Siret, mouezh aotreet an UDB hi ivez.

Tifenn Siret, mouezh aotreet an UDB, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. D'an 11 a viz Here 2026 e vo dalc'het rak-dilennadegoù an tu kleiz. Politikourien eus strolladoù ar Re C'hlas, Générations, L'Après ha Debout ! a gemero perzh evit poent. Ar gomunourien a zispako o strategiezh evit an dilennadegoù prezidant e miz Gouere ha disrann a zo e mesk ar strollad sokialour war ar fed da gemer perzh pe get er rak-dilennadegoù-mañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio