Rannañ an otoioù evit espern arc'hant!
Rannañ ur c’harr-tan gant tud all. Tamm ha tamm en em sila ar soñj mañ ‘bar gevredigezh. Met n’eo ket gounezet c’hoazh ‘pa ‘oarer peseurt plas ‘neus kemeret an otoioù ‘ba buhez an nen. Al labour se zo kaset gant ur stroll ‘ba Bro-C’hall, anvet eo Collectif national de l’auto-partage entre particuliers. Pierre Servain zo ezel eus ar stroll. Ar brestad zo sokiologour anezhañ hag ispisializet war ar rannañ etre an dud pe ‘vefe an otoioù pe al loñjeris. D’ar poent mañ eo ur soñj c’hallfe bout talvoudus, rannañ an otoioù, pa weler pegen uhel eo erru priz an esañs ha kempenn ar c’hirri-tan. Roomp ar gaoz da bPierre Servain. Emañ gant Erwan Blanchard.