àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Brezhoneg digomprenus a zo bet lakaet war panelloù Lokorn

Brezhoneg digomprenus a zo bet lakaet war panelloù Lokorn

Distroomp war un afer he deus graet reuz e bro gerne, e Lokorn, e miz Meurzh. Hag evit gwir abeg ! Staliet e oa bet panelloù touristel nevez e kreiz-kêr evit kontañ istor ar vro dre ar filmoù bet troet eno. Panelloù teiryezheg, galleg, saozneg ha brezhoneg, met ur brezhoneg digomprenus, ijinet gant an IA. Muioc'h a zisplegadennoù gant Lukian Kergoat, yezhoniour war e leve ha paotr Lokorn.


Lukian Kergoat a oa bet aterset gant Marianne Vaidie eus Radio Kerne. Maer Lokorn neus laret e vo tennet ar panelloù a-raok pell pe kuzhat al lodennoù e brezhoneg da c'hortoz kavout un diskoulm. Fazioù a zo ivez a-fed danvez war ar panelloù, a-fed istor Lokorn da skouer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio